Degemer mat war al lec'hienn Breizh e Du.

 

Da gentań tout, perak Breizh e Du ? Evel m'ho peus komprenet eo al lec'hien-mań gouestlet da Vreizh... met n'eo ket Breizh ar gartennoł-post, hini a vez gwerzhet d'an douristed e-pad an hańv, nag hini Le Lay. Amań e vez kaoz eus ur vroadelezh a vez nac'het d'ar vretoned. Met n'eo ket tout. Klask a reomp kaout ur sell diveliour war an dachenn-mań...

Re alies e vez kinniget d'ar vretoned a fell dezho en em zizober eus o mistri, mistri all. Gwir eo, ul liv breizhek a vije marteze peget war o revr. Na petra ta ! Ma sellomp pizh ouzh istor Breizh, e weler eo bet mil gwezh touellet ar bobl gant bourc'hizienn ar vro. Ne cheńcho ket an traoł ma vez fiziet hor bro etre daouarn tud, pres warno hon gwaskań d'o dro.

Anavezout a reomp gwir ar vretroned bezań mestr war o buhez, o sevenadur, o yezhoł. Met arabat faziań hent evit tizhout an dieubidigezh. Na vezomp ket dall. Re niverus emań ar skouerioł er bed... ra serjijo deomp chom hep eilań anezho. Ret eo da Vreizh bezań ur skouer vat... ha diskouez d'an holl eo posubl ren hon buhez hep bezań heńchet gant daouarn estren ha koulskoude chom tud denel.

Met, kinnig a ran deoc'h mont da furchal el lec'hienn-mań evit gouzout hiroc'h...

  

 breizh_e_du@no-log.org