Kengred gant Marco Camenish (27/05/04)

Lakaet eo bet tan er skingaser Zurich gant tud kengred gant Marco, a vo barnet d'ar 4 a viz Even o tont. Ne oa ket posubl ken da viliadoł a dud resevout an tele. Hervez ar fliked, torret eo bet ur prenestr eus tour ar skingaser, ha stlejet eo bet ur seurt Koktel Molotof drezań. Lezet eo bet skridoł war al lerc’h o tifenn Marco Kamenish.

Dilerc’hiet eo bet Jean Marc Rouillan

Pennoł bras toull bac’h Moulin o deus divizet chench prizon unan eus izili Action Direct (Jean Marc Rouillan), goude m'eo tremenet tost ouzh ar prizon un askell-vińs. Evit tud ar prizon e oa evit dieubiń unan bennak. Divizet o deus neuze cheńch toullda 4 den, en o zouez Jean Marc Rouillan, Charles Santoni (ur c’horsad), hag ivez un euskarad.

Action Directe : Tud o klemm

Un 50 bennak a dud o deus aloubet ti Urzh ar medisined en ur krial "Ordre des medecin, ordre d'assassins". Lakaet eo bet ganto un danvez ruz flaerius war ar mogerioł evit goulenn grońs ma vo dieubet prizonidi Action Directe. Deut eo a'benn stourmerien zo pignat betek eil estaj ar savadur ha lakaat ur giton skrivet warni sloganioł evit dieubidigezh Joelle Aubron ha Nathalie Mennigon (klańv bras anezhi)

 

  

 

 

 


breizhedu@hotmail.com