Mafia Pariz (Ajañs Daoulas Press)

 

Sarkozy a fell dezhañ stourm a-enep d'ar mafia e Korsika.

Digwener 30 a viz Genver 2004 eo bet embann gant SSarkozy "les corses ne doivent plus avoir peur, l'action engagée par l'Etat ira jusqu'au bout afin d'assainir durablement la societé corse en la débarassant des comportements mafieux(...)" Brav ha cheuc’h evel boas ministr kaer ! Pezh zo, ar memes devezh eo bet embannet un dra all, met gant ar justis ar wezh-mañ : kondaonet eo bet Juppé da 18 miz toull bac’h ha ne c’hello ket ober politikerezh e pad 10 vloaz ! Ha perak ? Ba afer implijidi faos ar RPR !

Kinnig a reomp da superSarko mont da sklaeraat an traoù 'ba mafia an UMP a-raok gwellaat an traoù war an enezenn. Trawalc’h klevout 'b'ar mediaoù "ar mafia e Korsika" pa vez kement e Bro-c’hall ha gant "hon" dilennidi ouzhpenn da-se. Mafia Pariz a zo 1000 gwezh gwasoc’h eget hini Korsika !

 

 


breizh_e_du@no-log.org