|
|
Setu amañ un nebeut testennoù bet skrivet gant diveliourien a-zivout ar stourmoù broadel. Soñjal a ra deomp eo pouezus diskouez d'an holl n'eo ket diglok an daou stourm-mañ ! Ar c'hoñtroll zoken. Penaos e c'hell un diveliour chom hep doujañ an dud hag o sevenadur, o reizh... ? Pezh a zo gwir evit stourm ar merc'hed, a zo gwir ivez evit pezh a sell ouzh hor sevenadurioù. Hag, evel ma lavar Roland Breton : "Une pensée devenue insensible au droit des peuples à l'indépendance nationale que défendait les fondateurs de la pensée anarchiste serait-elle encore libertaire ?. Pal Breizh e Du a zo lakaat an diveliourien da brederiañ war ar gudenn-mañ. Niverus emañ ar skouerioù eus diveliourien a soñj eveldomp... met siwazh, n'int ket selaouet kalz. Setu neuze testennoù o tont eus Sisilia, Stadoù-Unanet, Bro-C'hall, Breizh, Bro-saoz, inizi Kanari hag all. Spi hon eus e c'hello brasaat c'hoazh niver a destennoù a ginnigimp deoc'h. Ma anavezit c'hwi ivez testennoù ar seurt, skrivit deomp hag ouzhpennet e vo el lec'hienn. Da c'hortoz... krogit gant ar re-se ;o)
|